Brezhoneg a vez kavet bremañ en un doare naturel un tammig e pep lec'h e Skol-veur Roazhon 2 (ouzhpenn d 'ar c'hentelioù roet gant an departamant brezhoneg !): war ar panelloù hentañ, an deiziataer, ha bremañ war lec'hienn ar skol-veur !
Sed aze an destenn bet lakaet en linenn gant Marc Gontard prezidant Skol-Veur Roazhon 2:
"Ur ger bennak gant ar Prezidant
"A-benn prientiñ un aotreegezh, ur master pe un doktorelezh, emaoc'h o paouez enskrivañ hoc'h anv evit ar bloaz 2008-2009 e-barzh unan eus ar pemp Rann a ya da ober Skol-Veur Roazhon 2 :
- Rann skiantoù ar vuhez hag ar sportoù
- Rann an arz, al lizhiri, an daremprederezh
- Rann ar yezhoù
- Rann skiantoù an den
- Rann ar skiantoù sokial
Ne vern pehini eo ar stummadur bet dibabet ganeoc'h, dav e vo deoc'h kavout labour ur wech gounezet an diplom. Gant skoazell reizhidigezh ho raktres personel e vo tizhet ar pal hag evit-se eo ret deoc'h en em enskrivañ e-barzh unan eus ar pemp "tachenn micherel" meret gant Kreizenn ar Stummañ hag ar Micherioù : war an tachennoù-se eo eo diazezet an danvezioù a gelenner e Skol-Veur Roazhon 2. Un dibab pouezus-kaer eo hoc'h eus da ober pa fell deoc'h kas ho studioù war an tu mat. Ouzhpenn ar c'hentelioù diazez, un degas barregezhioù ret-groñs evit toueziañ bed al labour e vo evitoc'h. Hiziv eo ar Skol-Veur, a-drugarez d'he c'hefridi a servij-foran, ar gwarant gwellañ da zougen doujañs d'an ingalded, gant ma vo heuliet ar studioù kinniget en un doare aketus ha sirius. Deskit penaos e ya an aozadur war-raok, kemerit perzh e-barzh mont en-dro demokratel an ensavadur : gallout a ra ar studierien bezañ dilennet er c'huzulioù ha kement-se a vroudo ac'hanoc'h da gemer intrudu evel sitoaianed. Gounid vo tu deoc'h tennañ deus an oberiantizoù war dachenn ar c'hultur hag ar sportoù a vo kavet war ar c'hampus e Villjean [Keryann]. Ti ar Studierien, Ereve e anv, a ginnig deoc'h ivez a bep seurt servijoù : lec'hioù emgav bev-buhezek evit ar c'hevredigezhioù, ur greizenn gouestlet d'ar yec'hed ha d'ar c'hudennoù sokial (gant ur skipailh eus ar re varrekañ), peadra da zebriñ un tamm ha da zistanañ, hag ivez ur stal-levrioù, un dalc'her bilhedoù-bank, ha kement zo ezhomm da luc'heilañ.
Hetiñ a ran deoc'h un degemer mat hag ur bloavezh skol-veur frouezhus."
Marc Gontard
Prezidant Skol-Veur Roazhon 2
Vous venez de vous inscrire, pour l'année 2008-2009, à l'université Rennes 2, pour préparer une licence dans l'une des cinq UFR (unités de formation et de recherche) de notre établissement :
- UFR activités physiques et sportives (APS)
- UFR arts, lettres, communication (ALC)
- UFR langues et cultures étrangères et régionales
- UFR sciences humaines
- UFR sciences sociales.
Quelle que soit la formation choisie, toute sortie diplômante doit conduire à l'emploi selon la pertinence du projet personnel que vous aurez pris le soin d'établir en vous inscrivant, dès votre première année de licence, dans l'un des cinq "champs professionnels" gérés par le Pôle formation emploi et sur lesquels s'appuient les disciplines enseignées à Rennes 2. C'est une démarche essentielle au bon déroulement de votre cursus qui vous garantit, en plus de l'accès aux savoirs fondamentaux, l'acquisition de compétences indispensables à une bonne insertion dans le monde du travail.
L'université, dans sa mission de service public, reste le plus sûr garant, aujourd'hui, d'une vraie "égalité des chances", pour peu qu'on aborde avec sérieux un des parcours de formation qu'elle propose.
Apprenez à en connaître le fonctionnement, à participer pleinement à la vie démocratique de l'établissement dont les instances permettent une bonne représentation étudiante, ce qui pourra vous amener à exercer votre sens de la citoyenneté.
Sur le campus de Villejean, vous pourrez bénéficier, en outre, d'activités culturelles ou sportives, et des services de la maison des étudiants, l'Érève. Cette nouvelle structure vous propose un espace associatif varié et dynamique, un pôle santé social avec une équipe de professionnels compétents, des lieux de restauration ou de détente ainsi que des services comme la Librairie du Campus...
Je vous souhaite une bonne rentrée et une année universitaire enrichissante."
Marc Gontard
Président de l'université Rennes 2 - Haute Bretagne"
http://www.uhb.fr/index.jsp